An di indigetes (latin evit "doueed orin") a oa ur strollad doueed, doueezed ha speredoù e Henroma ha ne zeuent ket eus relijionoù pe sevenadurioù all, en enep d'an di novensides, hervez termenadurezh al lizheregour alaman Georg Wissowa (1859-1931) en e Religion und Kultus der Römer (1902)[1].
Personeladurioù perzhioù difetis eo an darn vrasañ anezho, ha dre-se n'int nemet doueed ag eil pe drede renk. Pouezusoc'h un tamm e oa Ops, Jano ha Quirino.
Benel eo an darn vuiañ eus an anvioù, evel re ar perzhioù e latin. N'eus ket da vezañ souezhet eta pa weler pegen niverus e oa an doueezed gant ar Romaned.