Dilestradeg Normandi a vez graet eus an oberiadurioù dilestrañ hag eus an oberadurioù aerdouget kaset da benn gant armeoù ar Gevredidi d'ar 6 a viz Even 1944 e-pad aloubadeg Normandi en Oberiadur Overlord e-doug an Eil Brezel-bed. An "Oberiadenn Neptune" eo an anv-kod a oa bet roet d’an dilestradeg. Graet e vez an D-Day (Deiz D) eus an deiz-se alies. An dilestradeg vrasañ eo en istor Mab-Den, an oberiadur brezel 'se a voe penn kentañ dieubidigezh an tiriadoù kornôgat e dalc'h an Trede Reich abaoe 1940.
156 000 soudard eus ar Gevredidi a dagas an Normandi. A-dal dezhe e oa 50 350 soudard Alaman. Chomet e oa bet kuzh lec’hioù dilestrañ ar flodad ha tachennoù douarañ an harzlammerien evit tapout berr an nerzhioù difenn alaman betek devezh an dilestrañ. Ouzhpenn bezañ nebeutoc’h, an digempouez e-keñver an armoù etre an Alamanted hag ar Gevredidi a lakaas ar re gentañ da goll. 10000 soudard eus ar Gevredidi a varvas hag etre 4000 ha 9000 diouzh kostez an Trede Reich. Ar Rezistañs a stourmas ouzh an Alamanted o tistruj peulioù pellgomz (Plan Violet), linennoù-tren (Plan Vert), hentoù (Plan Tortue deuet da vezañ Bibendum) ha linennoù-tredan (Iplan Bleu) evit sikour ar Gevredidi[16]. Ne zeuas ket ar Gevredidi a-benn da dizhout o falioù en un doare aes met a-benn fin an devezh e oant trec’h dija. Un trec’h diaes met bras e voe evit ar Gevredidi. Adalek an deiz-se e oa taget nerzhioù an Trede Reich dre ar C’hornôg koulz dre ar Reter (URSS).