Referendom war dizalc'hiezh Soudan ar Su e 2011. Ar paperennoù votiñ a oa bet savet en ur gemer e kont an niver uhel a dud dilizherennek.
An analfabetegezh[1], dilizherennegezh[2], anleegezh[3] eo stad an dud ha n'o deus biskoazh desket lenn ha skrivañ.
Arabat eo droukveskañ gant an dislennegezh, a zo stad en dud hag a zo dic'houest da vestroniañ ur skrid eeun-tre goude m'o deus desket lenn ha skrivañ diagent[4].