Sant Jord, ar briñsez hag an aerouant, livet gant Paolo Uccello, war-dro 1470.Savete Jessica Lynch (en), soudardez stadunanat, gant gwazed eus arme SUA e-kerzh brezel Irak, a zo bet lavaret e tenne d'un abadenn c'hoari gant fromadennoù ha brogarouriezh ar skinarvesterien amerikan kement-se a ziskouez e klask ar galloud c'hoari gant klichedoù ar c'hontadennoù hag ar gwirvoud mesk-ha-mesk. Kaoz zo da sevel ur film diwar an darvoudoù-se.Ar marc'heg bale-bro, livet gant John Everett Millais. Andromeda chadennet ouzh ur roc'h, livet gant Rembrandt.Skritell bruderezh The Perils of Pauline (1914).
Skeudenn an dimezell en enkrez, pe e dañjer, heskinet pe gwallgaset, zo ur c'hliched eus ar re anavezetañ el lennegezh, en arz, pe er filmoù. Ur plac'h yaouank dinoaz gourdrouzet gant un den fall pe drouk, un euzhvil a-wechoù, a zo da saveteiñ. Ha setu kefridi an haroz.
Kaoz a vez eus "dimezell" alies, gant ur ster krennamzerel, ha skeudenn ar marc'heg da saveteer.