13 Du 2012 : lakaet eo bet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad mat ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se.
Sellet ouzh ar c'hemmoù kaset d'ar pennad dibaoe m'eo bet kinniget evit bezañ ur "pennad mat". |
An Dispac'h Greantel eo an anv bet roet d'ar mare eus Istor ar bed ma voe kemmoù bras ha buan en armerzh, er gevredigezh hag er galvezoniezh. Deuet eus ar Rouantelezh-Unanet e kreiz an XVIIIvet kantved en em strewas an araokadennoù kalvezel betek ma voe kemmet al labour-douar, ar greanterezh ha dre se buhez an dud er bed a-bezh.
Un troc'h pouezus en Istor e voe an dispac'h-se, pa droas ar gouerien a laboure gant loened da vicherourien a embrege mekanikoù. Tamm-ha-tamm e voe kemmet diazezoù armerzhel ar gevredigezh, pa 'z ejont war-du ar c'henderc'hadur greantel : e-lec'h bezañ fardet gant an dorn e stalioù bihan e voe an traezoù savet marc'hadmatoc'h gant ijinennoù e labouradegoù divent ; kalz tud a zilezas al labour-douar a-benn mont e kêr ma kinnige al labouradegoù muioc'h ag implijoù, ha gopret gwelloc'h.
Ar c'hêrioù a droas da greizennoù dreistpoblet gant micherourien baour, alese ganedigezh mennozhioù politikel nevez a stummas ar bed a-vremañ : frankizouriezh ha sokialouriezh, da skouer.
Bras-divent e voe levezon an Dispac'h greantel er bed a-bezh[1]. Adal 1870 e voe ur bazenn nevez e diorroadur ar reizhiad kevalaour, pa c'hoarvezas an Eil Dispac'h Greantel : dre an araokadennoù teknikel hag armerzhel e voe ijinet listri dir, trenioù hag, adal 1873, ar c'heflusker helosk diabarzh hag an tredan.
Lod istorourien a laka dibenn an Dispac'h Greantel war-dro ar bloavezh 1820, hogen kenemglev zo etrezo evit lavaret ne oa an Dispac'h-se nemet deroù un heuliad kemmoù a bad betek hiziv an deiz. Darn anezho a laka an Eil Dispac'h Greantel da gregiñ raktal goude 1820.
Dizemglev zo c'hoazh etre an istorourien diwar-benn pennabeg an Dispac'h Greantel hag a-zivout ar fed ma loc'has e Bro-Saoz – diwar an tabut-se e voe kroget da studiañ an darvoudoù dre ar skiantoù.