Donjon de Naheulbeuk

An Donjon de Naheulbeuk a zo, en orin, ur saga MP3 krouet gant John Lang (alias Pen Of Chaos) ha dasparzhet digoust war Internet. A-wechoù lakaet evel diazez an heulienoù son[1], lakaet eo bet e bannoù-treset hag e romant.

Ar c'hentañ lodenn a zo bet savet e muioc'h eget daou vloaz, evit un disoc'h a 15 pennad a za eus 4 da 10 munutenn pep hini, ha bruderezioù goapus lieseurt. Ar saga-mañ en deus kemmeret un doare nevez evit en em zasparzhañ, met en deus dreist-holl lañset ur gummunelezh fan e Bro-C'hall, hag o deus krouet o saga dezho.

Ar skrivagner a zo bet awenet gant Les 2 minutes du peuple gant François Pérusse evit an doare da sevel ar saga, ha gant e skiant-prenet eus ar c'hoarioù perzh met ivez gant skridoù Asp Explorer (Les Merveilleuses Aventures de Kalon)[2] evit an istor.

Al lodenn 3 a zo bet embannet an 20 a viz Even 2008 e stumm ur romant anvet Le Donjon de Naheulbeuk : la Couette de l'oubli. Al lodenn 4 a zo deuet er-maez ar 17 a viz Du 2009 dindan an anv Le Donjon de Naheulbeuk : l'Orbe de Xaraz.

  1. Les sagas MP3 : le feuilleton sonore retrouve une seconde jeunesse, Micro Hebdo n°465, pennad an 22 a viz Meurzh 2007.
  2. Pajenn ar skrivagner war e lec'hienn.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne