Dornier Do 17

Dornier Do 17
familh kirri-nij
Iskevrennad eusbomber with 2 engines, bombezer Kemmañ
Implijlight bomber, reconnaissance aircraft, night fighter Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
OberataerLuftwaffe, Finnish Air Force, Royal Yugoslav Air Force Kemmañ
ManufacturerDornier Kemmañ
First flight23 Du 1934 Kemmañ
Tennet eus ar servij15 Gwe 1952 Kemmañ
Ur skouadrenn Dornier Do 17 e 1940
Kirri-nij bombezer alaman Dornier Do 17 a-us d'ar stêr Thames e 1940 e-pad ar Blitz

An Dornier Do 17, a veze graet anezhañ ivez ar Fliegender Bleistift ("ar c'hreion nij"), a oa ur c'harr-nij bombezer lijer alaman eus an Eil Brezel-bed. Produet e oa gant embregerezh Claudius Dornier, an Dornier Flugzeugwerke.

Savet e oa bet evit bezañ ur Schnellbomber ("bombezer prim"), ur c'harr-nij bombezer lijer hag a vefe bet da vezañ, hervez ar mennozh diazez, ken bliv ma vefe bet dibosupl d'ar c'hirri-nij chase enebour tizhout anezhañ.

An Dornier a oa bet savet gant daou geflusker. Brudet mat e oa ar c'harr-nij e-touez ar bourzhidi dre ma oa aes da vleniañ, dreist-holl d'un uhelder izel ar pezh a lakae anezhañ da vezañ diaesoc'h da dizhout evit bombezerien all al Luftwaffe.

Soñjet e-penn kentañ ar bloavezhioù 1930, bez e oa unan eus an tri bombezer pennañ d'an nijlu alaman e-pad tri bloaz kentañ ar brezel. An Do 17 a oa kroget gant bezañ implijet er stourm e 1937 e-pad Brezel diabarzh Spagn, implijet e oa gant al lejion Condor evit meur a rol. Gant an Heinkel He 111 e oa ar c'harr-nij bombezer diazez alaman e 1939–1940. An Dornier a oa bet impliijet kalz e-penn kentañ an Eil Brezel-bed. Implijet e oa bet er stourm e-pad pep kampagn pennañ ar brezel evel karr-nij an talbenn betek fin 1941. Rediet e oa bet an alamanted da baouez gant e implij dre ma oa re vihan ar gargoù bombezennoù a c'helle dougen ha re verr an nijoù a c'helle ober.

Sell a-us war un Dornier Do 17

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne