Dornskrid Leiden a reer eus peder follennad skrid a zo miret e levraoueg Skol-veur Leiden (Izelvroioù) dindan an daveenn VLF 96A (Vossianus latinus 96 A)[1],[2].
Un darn eus un dornlevr mezegiezh anvet Praecepta medica eo, bet skrivet e latin e dibenn an VIIIvet pe e deroù an IXvet kantved. Er pezh a zo erru betek ennomp e kaver daou c'her heniwerzhonek hag un tregont ger henvrezhonek bennak.
Emeur o klask gouzout hag eus Abati Sant-Gwenole Landevenneg e teu ; ar pezh a ouzer eo ez eo Dornskrid Leiden ar skrid henvrezhonek koshañ anavezet betek-henn.
Ar pezh a zo dibar en dornskrid-se eo ne zeu ket ar gerioù henvrezhonek evel spisadennoù skrivet e marzoù ar skrid latin, hogen en e gorf end-eeun. Ur bajenn hepken eus an dornskrid a ziskouez gerioù henvrezhonek, e stumm troidigezhioù eus anvioù plant ha rekipeoù diwar al latin.
N'eo ket ur skrid henvrezhonek a orin, un adskrivadur eus skridoù latin koshoc'h eo kentoc'h, a veze eilskrivet a-hed an amzer er manatioù.
E-barzh an henskrid-se e kaver ar gerioù-mañ: