War dachenn ar yezhoniezh e implijer an termen doubladur (e saozneg: reduplication) evit komz eus un argerzh morfologel ma vez implijet div wezh renk-ouzh-renk gwrizienn pe kelf ur ger, pe a-dammoù pe en o fezh.
Implijet e vez alies an doubladur e brezhoneg, peurliesañ evit kreñvaat ster ur ger bennak ha liammet e vez ivez an eil elfenn ouzh eben peurvuiañ gant ur morfem (ur stagell pe un araogenn) a dalvez da etreger en degouezhioù-mañ, da skouer:
Implijet e vez an doubladur e meur a yezh disheñvel dre ar bed. Gallout a ra an doubladur talvezout da verkañ karg kevreadurezhel ur ger bennak (morfologiezh yezhadurel) pe evit kemmañ ster ur ger bennak hag evit sevel diwar ur stumm diazez gerioù all (morfologiezh deverañ) evel e brezhoneg.
Alies e c'hell bezañ ur ger heskeudennel, dreist-holl pa denn d'ar gerioù drevezañ, da skouer: