Droug an divskouarn

Arabat eo selaou re greñv !

Droug an divskouarn zo un anv hollek evit meur a zroug deuet diwar re a drouz en-dro dimp. Trouz a vez muioc'h-mui e-barzh ar gevredigezh, abalamour d'ar binvioù trouzusoc'h bemdez, ha fall eo an trouz evit yec'hed an divskouarn. E kêr evel war ar maez, el labour evel er gêr, ne vez ket graet brav d’hon divskouarn. An trouz eo enebour kentañ ar yec'hed er bed a-vremañ, hervez Aozadur Bed ar Yec’hed. Koll ar c’hleved a zo deuet da vezañ an droug kentañ gouzañvet gant ar c’horf. Dont a ra da bevare kaoz a gleñved e-barzh al labour ; hervez al lezenn c'hall ez eo anavezet an trouz evel un dañjer el labour abaoe 1963.(Daveoù a vank)

10 % eus an dud e broioù zo, SUA, Japan, Europa, o devez poan o klevout[1], ha muioc’h-mui a dud a ya da welout ur mezeg abalamour da se, hogen muioc'h a baotred eget a verc'hed. Tapet eo ar vugale gant an droug ivez[2].

  1. (en) Baguley D McFerran D, Hall D, « Tinnitus » Lancet 2013;382:1600-1607.
  2. (en) Baguley DM, McFerran DJ, « Tinnitus in childhood » Int J Pediatr Otorhinolaryngol. 1999;49:99-105.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne