Dugelezh Oldenburg (en alamaneg : Herzogtum Oldenburg) a oa ur stad eus an Impalaeriezh santel, ha goude eus Kengevread ar Roen hag eus ar Kengevread alaman, hag a badas eus 1774 betek 1829, war-bouez ar bloavezhioù 1810-1815,pa voe staget ouzh an Impalaeriezh c'hall kentañ. Dre vras e klote gant douaroù aber ar Weser.