An Eburones[1], pe Eburoned[2] a oa ur bobl a oa o vevañ e Gallia Belgica. Hervez Julius Caesar e oant o vevañ etre ar stêrioù Roen ha Meuse, er gevred da zouaroù ar Venaped, er pezh zo deuet da vezañ Limbourg. Trec'het e voent gant Caesar e-pad Brezel Galia. Ha diwezhatoc'h e teuas ar vro annezet ganto da vezañ ul lodenn eus proviñs roman Germania Inferior.
E 54 kent JK e voe taget an armeoù roman gant an Eburones, renet gant Ambiorix ha Catuvolcos, ha skoazellet gant an Nervii. Miliadoù a Romaned a voe lazhet en argad[3]. O c'holl brasañ e voe e-pad Brezel Galia. Er bloavezh war-lerc'h e voe taget an Eburones gant Caesar ; lazhet e voe Catuvolcos met dont a reas Ambiorix a-benn da dec'hout.
N'eo ket sklaer daoust hag ur bobl geltiek pe ur bobl c'hermanek e oa an Eburones. Daoust ma oant o vevañ e Gallia Belgica, e veze graet anezho gant Caesar Germani cisrhenani ("Germaned en tu-mañ d'ar Roen"), da lavaret eo Germaned a oa o vevañ er c'hornôg d'ar Roen[4]. Koulskoude ez eus meur a abeg da soñjal e oant Kelted :