Efim Petrovich Geller (e kirileg: Ефим Петрович Геллер) a zo bet ganet d'an 8 a viz Meurzh 1925 en Odessa, en Unaniezh Soviedel ha marvet d'ar 17 a viz Du 1998 e Moskov (Rusia) .
Mestrc'hoarier ha skrivagner echedoù ukrainan ha soviedat.
Kampion Ukraina e 1950, e 1957, e 1958 hag e 1959. Kemer a reas perzh 23 gwezh e Kampionad echedoù Unaniezh Soviedel . Dont a reas ar maout div wezh gantañ, e 1955 hag e 1979.
Mestr Etrebroadel abaoe 1951, Mestr Meur Etrebroadel abaoe 1952.