An Eifel zo un torosad izel a-walc'h e kornôg Alamagn, etre Aachen en hanternoz, Trier er c'hreisteiz ha Koblenz er reter.
En em ledañ a ra ar venezieg e kreisteiz Nordrhein-Westfalen, gwalarn Rheinland-Pfalz ha kreisteiz Kumuniezh alamanek Belgia. Gallout a reer sellout outi evel un astenn d'ar menezioù eus Belgia anvet Ardennoù. Er reter eo bevennet gant traoñienn ar Roen hag er c'hreisteiz gant hini ar Mozel.