Eilean Donan

Eilean donan gwelet diwar nij
E kember teir loc'h emañ Eilean Donan

Eilean Donan, a zo Eilean Donnain e gouezeleg, zo un enezenn e Bro-Skos e kember teir loc'h, Loch Duich, Loch Long ha Loch Alsh, en Uheldirioù Skos, nepell diouzh kêriadenn Dornie.
Ur c'hastell zo warni, hag ur pont da vont dezhañ.

Dont a ra an anv eus hini sant Donan (Donnán of Eigg), bet merzheriet e 617 en enez Eige. Savet en dije un iliz en enez, hogen n'eus bet kavet roud ebet anezhi.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne