Eleonora di Toledo

Eleonora di Toledo livet gant Bronzino

Eleonora di Toledo (15191562), e spagnoleg Leonor Álvarez de Toledo, anvet ivez a-wechoù Eleonora da Toledo, merc'h da b-Pedro Alvarez de Toledo, markiz Villafranca ha besroue Naplez, a zimezas da g-Cosimo Iañ de' Medici hag a voe dugez Firenze.

Eurediñ a reas Eleonora da g-Cosimo Iañ de' Medici e 1539, pa oa en he 17 vloaz. Edo Cosimo o klask ur bried d'e sikour da greñvaat e bouez politikel. He c'havout a reas gant merc'h nemeti besroue Naplez, eus un tiegezh pinvidik evel ar mor hag he zad unan eus an dud pouezusañ a oa en Itala d'ar poent. Gant an dimeziñ-se e teue en tiegezh Medici ar gwad uhel a vanke c'hoazh evit bezañ a live gant roueed Europa, hag ouzhpenn liammoù gant kurunenn Spagn, a dennfe he soudarded eus e zouaroù.

Ouzhpenn da se eo brudet Eleonora evel unan eus kaerañ merc'hed hec'h amzer: meleganez he daoulagad glas, he dremm un hirgelc'h disi, dous hec'h enebañs ha meurdez enni... Hoalusañ gwreg an tiegezh abaoe Lucrezia Tornabuoni.

Gant he zad e voe kaset da Firenze da lidañ an eured. Eno en em gavas gant danvez he fried, en e ugent vloaz, evit ar wech kentañ e villa di Poggio a Caiano. Graet e voe an eured war an ton bras en iliz Santa Maria Novella, ha fest a voe war-lerc'h.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne