Elisabeth

Élisabeth e galleg, Elisabeth en alamaneg, Elizabeth e saozneg zo un anv-badez hebraek a orin, paot en Europa, hag a glot gant an daou anv-badez Elesbed hag Izabel e brezhoneg.
Elisabeth eo ar stumm paotañ en Europa.[1]
Bras eo bet brud an anv, diazezet war santez Elesbed, er Bibl. Koazhet kalz eo ar vrud avat, ha ne vez ket roet nemeur ken, met bevañ a ra c'hoazh er berrstummoù, evel Lisa dreist-holl.

  1. (en) CRYSTAL, David : The Cambridge Encyclopedia of the English Language, Cambridge University Press, 2010, p. 148 (ISBN 978-0-521-53033-0)

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne