Eluveitie

Eluveitie, 2023

Ur bagad metal folk suis eo Eluveitie (/ɛlˈvti/ el-VAY-ti)[1]. Emañ eus Winterthur, Zurich, ha krouet e oa bet e 2002 gant Chrigel Glanzmann. Vên a oa e gentañ raktres, e 2003.Zoken ma oa Vên ur raktres hiniennel Glanzmann e savas-eñ ur bagad a-bezh en ur welout berzh an albom. E Mezheven 2006 eo e kasas er-maez ar bagad un albom klok, Spirit. E miz Du 2007 e krogas Eluveitie da labourat gant an ti-produiñ Nuclear Blast[2] Ganto e savjont an albom Slania, e miz C'hwevrer 2008. Renket e oa 35 e roll sonerezh Bro-Suis ha 72 e roll Bro-Alamagn ar bloaz-se.[3],[4].

En em ziskouez a ra Eluveitie evel "gwagenn nevez ar metal folk" ("The new wave of folk metal").[5] Ur meskaj eo stil ar bagad gant doareoù ar death metal a-boz ha re ar sonerezh keltiek hengounel. Implijout a reont binvioù hengounel evel ar rebed pe ar binioù kenkoulz ha gitaroù ha kan garv ar metal. Kavout a reer en o zestennioù dave d'ar mojennerezh keltiek, ha dreist-holl da c'hGalia en amzer ar Gelted. Gwall alies e kanont er galianeg, hen yezh Galia. Dont a ra anv ar bagad eus un enskrivadur kavet war ul lestr eus Mantua (ca. 300 BC)[6] Skrivet eo er c'hroaz-Doue etruskek ar ger eluveitie, ha komprenet eo bet evel stumm etruskek ar ger keltiek (h)elvetios (“an Helveted”).[7].

  1. :: Metalist Magazine :: Interviews :: Eluveitie
  2. "Eluveitie signs with Nuclear Blast Records".
  3. "Slania".
  4. "NUCLEAR BLAST rocks German charts".
  5. "Eluveitie - About".
  6. Adskeudenn e Raffaele Carlo De Marinis, Gli Etruschi a nord del Po, Mantova, 1986.
  7. Stifter, David.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne