Rann eus | Brezel Kant Vloaz |
---|---|
Stad | Bro-C'hall |
Lec'h | Saint-Valery-sur-Somme |
Daveennoù douaroniel | 50°10′0″N 1°41′0″E |
Deiziad | 24 Eos 1346 |
Perzhiad | Rouantelezh Bro-C'hall, Rouantelezh Saoz |
Emgann Blanchetaque a oa bet stourmet d'ar 24 a viz Eost 1346 etre un armead Saozon renet gant ar roue Edouarzh III hag un nerzh gall renet gant Godemar du Fay. An emgann a oa bet ul lodenn eus Kampagn Crécy, a oa bet e penn kentañ Brezel Kant Vloaz.
Al lu saoz a oa dilestret war ledenez Cotentin d'an 12 a viz Gouhere. Aet e oant war-raok o tistrujañ dre an tan dreist-holl, en ur dreuziñ lod eus tiriadoù pinvidikañ Bro-C'hall ha betek 32 gilometrad diouzh Pariz. War o hent e oant bet o preizhañ kêriadennoù lies. Goude-se e oa aet ar Saozon etrezek an norzh, gant ar spi en em liammañ gant un armead kevredidi Flamanked o doa aloubet ar vro adalek Flandrez. Bez e oa bet troc'het o hent dezho gant ar roue gall Fulub VI, hag en devoa lakaet gwarnizonoù en holl bontoù ha roudouroù eus ar stêr Somme hag heuliet e oa bet ar Saozon gant un armead c'hall. An dachenn a oa bet tennet diouti ar miroù boued gant ar c'hallaoued, hag ar Saozon a oa trapet fall a-benn neuze.
Goude bezañ kelaouet e oa ur roudour e Blanchetaque, dek kilometrad diouzh ar mor, Edouarzh en doa tizhet anezhi, met kejet e oa bet gantañ gant un nerzh renet gant Fay. Ur wech diskennet live an dour gant an tre, un nerzh gwaregerien hir Bro-Saoz a oa deuet a-benn da dreuziñ ar roudour, hag erruet e kreiz ar stêr o doa tennet biroù war un nerzh goprsoudarded gall arbalastrerien anezho. Deuet e oa ar Saozon a-benn da lakaat anezho da gilañ. Marc'heien c'hall o devoa klasket bontañ anezho er-maez deus ar stêr, met ur wech c'hoazh e oa bet diaes dezho dre obererezh ar waregerien. Ouzhpenn-se e oa bet kaset tud a-arm da harpañ anezho. Un emgann taer a oa bet e-kreiz ar stêr, ha rediet e oa bet ar C'hallaoued da gilañ. Kaset e oa bet soudarded saoz ouzhpenn er stourm, ar C'hallaoued a oa bet beuzet ha kilet forzh penaos. Ar c'holloù evit ar C'hallaoued a oa bet uhel, betek an hanter eus an nerzh engouestlet. Evit ar Saozon e oa bet izel-tre ar c'holloù. Daou zevezh goude emgann Blanchetaque, an nerzh diazez gall renet gant ar roue Fulub VI a oa bet riñset en Emgann Crécy gant ur c'holl buhezioù uhel spontus. Edouarzh en doa paouezet ar c'hampagn brezel o lakaat seziz war Calais, hag a oa kouezhet goude 12 miz. Evit ar Saozon e oa bet un trec'h peurglok rak deuet e oant a-benn da wareziñ ur mirlec'h e norzh Bro-C'hall hag a chomas suj dezho e-pad 200 vloaz.