Emgann Elhri

Kartenn eus tolead Khenifra, e 1953

Emgann Elhri, pe El Herri, zo un emgann e Maroko, d'an 13 a viz Du 1914, etre an arme c'hall ha meuriad berber ar Zayaned emsavet. C'hoarvezout a reas e-kichen kêriadenn Elhri, pe El Herri, ur 15 km eus Khenifra, e-kerzh brezel ar Zayaned, ur bobl a glaske enebiñ ouzh alouberezh ar C'hallaoued e-kreiz Maroko, kaset en-dro gant ar jeneral Hubert Lyautey.

Trec'h e voe ar Zayaned hag o harperien amazigh. Kontet eo da vezañ brasañ faezhadenn an arme c'hall en Afrika.

623 soudard gall a voe lazhet, ha Laverdure en o zouez, ha 176 gloazet. 182 brezelour a voe lazhet e-touez ar Zaianed. Ar c'hallaoued gloazet a zegouezhas e Khénifra, ha war o lerc'h Zaianed hag a a lakaas seziz kenkent. Lyautey a voe nec'het gant troiad Laverdure ma kavas e oa kollet ar brezel. met soudarded all a erruas e Khénifra ur pennad goude, hag aesaet e voe d'ar c'hallaoued. padout a reas brezel ar Zaianed betek 1921.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne