E 1688 e voe disklêriet ar brezel gant Loeiz XIV, kevreet gant an Impalaeriezh otoman, a-enep ur c'hengevredad etre Bro-Saoz hag an Izelvroioù lesanvet Kevre Augsburg.
E 1694 e klaskas ar c'hevredad-se distrujañ ar morlu gall, goudoret e morlenn Brest, ha dilestrañ ur strollad soudarded e Breizh. Emgann Kameled a reer eus an darvoud-se .