Emgann Sasbach, pe Salzbach, unan eus emgannoù Brezel Holland, a c'hoarvezas d'ar 27 a viz Gouhere 1675 e Sasbach (Ortenau), en Alamagn, etre arme an Impalaeriezh santel, renet gant Raimondo Montecuccoli, ha re ar roue gall Loeiz XIV, renet gant beskont Turenne.
Brudet eo en istor Bro-C'hall dre ma voe trec'h an arme c'hall, hogen lazhet e voe ar marechal Turenne gant un tenn-kanol.