Rann eus | emgann Guadalcanal |
---|---|
Lec'h | Tassafaronga Point |
Daveennoù douaroniel | 9°12′0″S 159°50′0″E |
Deiziad | 30 Du 1942 |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Impalaeriezh Japan |
Emgann Tassafaronga (Battle of Tassafaronga e saozneg, hag ivez, met raloc'h the Fourth Battle of Savo Island, pe evit Japaniz Emgann Lunga Point, ルンガ沖夜戦), a voe un emgann war vor diouzh noz a oa c'hoarvezet d'an 30 a viz Du 1942. Ur c'hrogad a oa bet etre an United States Navy ha Morlu Impalaeriezh Japan e-pad Kampagn Guadalcanal.
C'hoarvezet e oa an emgann en Ironbottom Sound, nepell diouzh zonenn Tassafaronga war enez Guadalcanal. Ur c'holl strategel e oa bet evit Stadoù-Unanet Amerika met en desped da-se an emgann na voe ket unan pouezus evit Kampagn Guadalcanal. Ar Japaniz ne oant ket deuet a-benn da dennañ gounid eus an trec'h evit pourveziñ o soudarded war an enezenn, pe sikour anezho da adkemer an enezenn da vat digant ar Gevredidi.