Emgann Waterloo | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Brezel ar Seizhvet Kengevread etre an Impalaeriezh C'hall hag ar broioù kengevreet | |||||||
Emgann Waterloo gant Robinson | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Ar Seizhvet Kengevread: Rouantelezh Unanet Prusia Proviñsoù Unanet Rouantelezh Hannover | Impalaeriezh c'hall kentañ | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Dug Wellington Gebhard von Blücher | Napoleon Bonaparte | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
118 000 | 73 000 | ||||||
Kolloù | |||||||
Arme Wellington
3 500 den marv 4400 gloazet 1400 steuziet | 24000-26000 marvet / gloazet 6000-7000 prizoniad. 15 000 steuziet |
Emgann Waterloo a c’hoarvezas d’an 18 a viz Mezheven 1815 e-kichen Waterloo, ur gêriadenn eus Brabant (hiziv e Belgia) a oa en Impalaeriezh C'hall en amzer-se. En em gannañ a reas arme an Impalaeriezh c'hall kentañ, renet gant an impalaer gall Napoleone Buonaparte, a-enep un emglev savet etre arme ar Rouantelezh-Unanet, renet gant Dug Wellington, hini Prusia, renet gant Gebhard Leberecht von Blücher ha stadoù all kevreet ganto evel Rouantelezh an Izelvroioù, Rouantelezh Hannover, Priñselezh Braunschweig-Lüneburg.