Emgann Culloden | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Tamm eus Dispac'h jakobat 1745 | |||||||
![]() Tartan Culloden[1] | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
![]() 8 000 | ![]() ![]() ~7 000 | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Dug Cumberland | Charles Edward Stuart |
Emgann Culloden (Gouezeleg Skos : Blàr Chùil Lodair) e voe emgann diwezhañ an dispac'h jakobat e 1745-1746. D'ar 16 a viz Ebrel 1746 e c'hoarvezas etre lu Charles Edward Stuart ("Bonnie Prince Charlie" evit Skosiz) ha hini William Augustus, Dug Cumberland e-kichen Inbhir Nis.
Trec'h an Hannoverien a harzas da vat al lusk jakobat e Bro-Skos, ha paouez a reas Charles Stuart da glask adlakaat lignez ar Stuarted e penn Breizh-Veur e-lec'h hini Hannover.
Lu Charles Stuart a voe dreist-holl uheldiriaded skos (Highlanders), izeldiriaded skos (Lowlanders) hag un nebeud Saozon. Skoazellet e voent gant Bro-C'hall ha rejimantoù iwerzhonat, a stourmas ganto.
E lu ar gouarnamant e oa Saozon dreist-holl, gant un nebeud Skosiz memestra, tud eus Ulaidh hag Alamaned hag Aostrianed.
Gwadek e voe an emgann : fardañ war lu ar gouarnamant a reas an Highlanders, met buan e voent trec'het, pa ne badas emgann Culloden nemet un eurvezh hanter.[2]
Etre 1 500 ha 2 000 Jakobad a voe lazhet pe c'hloazet er gad verr-se, pa ne voe kolloù ar gouarnamant nemet 50 den lazhet ha 259 gloaziad. "The Butcher" ("ar C'higer") e voe lesanv Cumberland goude kad Culloden.
Divizet e voe gant ar gouarnamant gwanañ sevenadur gouezelek Bro-Skos dre lezennoù kalet a-enep ar mod da vevañ hag a-enep reizhiad ar c'hlanoù.