Emgann Deorham | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
![]() Adsavadur un tokarn saoz | |||||||
| |||||||
Emgannerien | |||||||
Caer Ceri, Caer Baddan, Caer Gloui | Wessex | ||||||
Pennoù-brezel | |||||||
Cyndyddan† Ffernfael† Cynfael† | Ceawlin eus Wessex | ||||||
Niver a emgannerien | |||||||
Dianav | Dianav | ||||||
Kolloù | |||||||
Dianav | Dianav |
E 577 e c'hoarvezas Emgann Deorham, e-kichen ar gêriadenn anvet Dyrham hiziv moarvat, e kreisteiz ar Gloucestershire. Enebiñ a reas ar roue saoz Ceawlin Wessex ouzh rouaned teir rouantelezh vrezhon eus traoñienn an Hafren: Caer Ceri, Caer Baddan ha Caer Gloui. N'eus diskrivadur ebet eus an emgann ha n'anavezer anezhañ nemet dre un arroudenn verr er C'hronik Angl-ha-Saoz.
Un trec'h saoz bras e voe. Goude an emgann e kemeras Ceawlin Wessex teir c'hêr: Cirencester (Corinium) a oa ur gêr-benn proviñs moarvat dindan an impalaeriezh roman, Gloucester (Glevum) a oa ur c'hreñvlec'h roman kozh ha Bath (Aquae Sulis), ur gêr kouronkoù kozh. Kalz dismantroù kenkizioù zo bet kavet tost d'ar c'hêrioù-se, ar pezh a dalvez e oa ur rannvro binvidik ha sevenaet. He c'holl a voe ur gwall daol evit ar Vrezhoned.