Rann eus | Eastern Theater of the American Civil War ![]() |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet ![]() |
Lec'h | Adams County ![]() |
Daveennoù douaroniel | 39°48′41″N 77°13′33″W ![]() |
Deiziad kregiñ | 1 Gou 1863 ![]() |
Deiziad echuiñ | 3 Gou 1863 ![]() |
Perzhiad | Stadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika, George G. Meade, Robert Lee ![]() |
Order of battle | order of battle at the Battle of Gettysburg, Gettysburg Confederate order of battle, Gettysburg Union order of battle, Battle of Gettysburg order of battle ![]() |
Emgann Gettysburg (saozneg: The Battle of Gettysburg) a oa bet un emgann stourmet etre ar 1añ hag an 3 a viz Gouhere 1863, tro-dro hag e kêr Gettysburg, Pennsylvania, etre nerzhioù lu an Unaniezh hag ar re Kengevreet e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. An emgann gwadushañ e voe da geñver an niver a c'holloù eus ar brezel a-bezh. Alies e vez lakaet war-raok evel an hini pouezusañ er brezel a roas an trec'h d'an Norzh. Lu ar Potomac, hini ar major jeneral George G. Meade a drec'has hini ar jeneral kengevreet Robert E. Lee, anvet Army of Northern Virginia. Roet e oa bet lamm da c'hoantoù Lee da aloubiñ tiriadoù an Norzh.