Emgann Pavia zo un emgann a c'hoarvezas e Pavia, en Italia, d'ar 24 a viz C'hwevrer 1525 da goulz brezelioù Italia. Gantañ e voe lakaet fin d'ar c'hwec'hvet eus ar brezelioù-se (1521-1526). Trec'het e voe ar roue gall Frañsez Iañ (Bro-C'hall) a glaske mestroniañ hanternoz Italia, tapet e voe gant e enebour Carlos Iañ, ma rankas chom bloaz prizoniet e Spagn.
Charlez IV, dug Alençon a gasas an arme c'hall en-dro d'ar gêr: eno e voe tamallet dezhañ bezañ laosket ar roue. Ma klañvas an den hag e varvas ur pennad goude.