Ems-Occidental a oa anv un departamant gall a voe savet e 1810 en Alamagn hag en Izelvroioù en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, pa voe staget Rouantelezh an Izelvroioù ouzh Bro-C'hall. E nederlandeg e oa anvet Wester Eems, hag en alamaneg West-Ems.
Dre vras e klot douaroù an departamant gant proviñsoù nederlandat Groningen ha Drenthe.
Groningen e oa ar pennlec'h.