Emziviz (filozofiezh)

An Emziviz (pe Dialog) a zo ken kozh hag ar filozofiezh. Deuet eo buan da vezañ ur framm « naturel » evit prederourien hag a felle dezho kaout un troc'h digant nep prezeg unvouezh, da gentañ-penn hini an hengoun mojennel ha barzhoniel, ken intret ma oa gant skeudennoù droch pe drochoc'h ar relijion. C'hoari a ra an diorren-se, dre-vras, a-hed ar Vvet kantved henc'hresianek.

Dre gomz eo bet renet da gentañ an emzivizoù : anavezet-mat eo Sokrates (eil hanterad ar Vvet kantved) ne felle dezhañ mont d'an dud nemet er mod-se, hep kenteliañ evit gwir ha hep skrivañ tamm. A-raok Sokrates zoken, e teu war wel mennad ar vurutelladeg e oberenn Zenon Elea gant e dezennoù dic'hortoz diwar-benn meizadoù al lec'h hag an amzer pe e kelennadurezh Protagoras. Hemañ a embanne : « Daou brepoz enebet an eil ouzh egile a c'hell bezañ diwar-benn pep tra »[1].

Setu, gant se, ganet an dialektik : skiant an dialog, ar burutellañ (dialegesthai), hag a oa d'ar mare an anv roet d'ar preder rezonet (e galleg a vremañ : la pensée rationnelle). Hervez Aristoteles, Zenon an hini eo a vefe bet "kaver an dialektik"[2] ; tost heñvel eo sell Platon e Parmenides, 128 c-d.

  1. Diels-Kranz, Die Fragmente der Vorsokratiker, Protagoras, B 6a ; troidigezh c'hallek klok : Jean-Paul Dumont (dir.), Les Présocratiques, Gallimard, Bibliothèque de la Pléiade, 1988 ; kavet e vez ivez troidigezhioù darnel.
  2. Diels-Kranz, Zenon, A 1 hag A 10.

From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne