Enez Amsterdam (Île Amsterdam e galleg) zo un enezenn perc'hennet gant Bro-C'hall e su Meurvor Indez. Gant Enez Sant-Paol, 85 km pelloc'h er su, ez a d'ober distrig Inizi Sant-Paol hag Amsterdam, unan eus pemp distrig Douaroù Aostral hag Antarktikel Frañs. Ar pevar all zo: Crozet, Inizi Kergelenn, Douar Adélie, hag an Inizi Strewet.
Martin-de-Viviès eo anv ar pennlec'h.