Enez Henderson (Henderson Island e saozneg), pe Makatea e maorieg, gwechall San Juan Bautista hag ivez Elizabeth Island, zo un atoll hag unan eus inizi Pitcairn er Meurvor Habask, 193 km er biz da Enez Pitcairn. 37,3 km2 zo dindani. Div enez all, Oeno ha Ducie, zo stag outi.
N'eus den o chom warni. Fallik eo an douar, nebeud a zour a zo. Koulskoude eo goloet an aod a lastez[1].