Eoin MacNeill, pe Eoin Mac Néill (ganet John McNeill d'ar 15 Mae 1867 ha marvet d'ar 15 Here 1945) a oa ur gouizieg iwerzhonat, emsaver evit an iwerzhoneg hag ar yezhoù gouezelek, broadelour ha politikour. Mont a reas da Vinistr an Deskadurezh etre 1922 ha 1925, Ceann Comhairle ("prezeger an dael") eus Dáil Éireann e 1921 ha 1922, Ministr ar greanterezh adalek 1919 betek 1921 ha ministr ar c'hellid e 1919. Teachta Dála (ezel eus an dael) e voe etre 1918 ha 1927.
Un arouez evit adsav ar gouezeleg e voe, hag unan eus saverien ar C'hevre gouezelek, evit mirout ar yezh hag ar sevenadur iwerzhonek. Taolennet eo bet evel "tad ar studial arnevez war istor ar grennamzer abred iwerzhonat ".[1]
Savet en devoa an Irish Volunteers e 1913 a-raok ma tispartias al lusk e tarzh ar brezel bed kentañ. Emsavadeg Pask e 1916 a voe kaset da benn gant lod eus tud dindan e levezon evel Patrick Pearse, ezel eus an Irish Republican Brotherhood.
E 1918 e voe dilennet en Dáil Kentañ evel un ezel eus ar Sinn Féin.