Eris | |
---|---|
Eris, eus hec'h anv klok (136199) Eris (arouez: ),[1] a zo anezhi an eil brasañ korrblanedenn anavezet eus Koskoriad an Heol, hag an hini fetisañ. Eris a zo un draezenn dreuzneizhanat (TTN) hag a gelc’htro en-dro d’an Heol, en ur rann eus an egor anvet an disk strewet, en tu-hont da c'houriziad Kuiper. En-dro dezhi ez eus ul loarenn da vihanañ, Dysnomia. 2 400 km a dreuzkiz he deus Eris.