Ernesto Lecuona

Ernesto Lecuona: dediet da Gonzalo Roig.

Ernesto Lecuona y Casado, ganet d'ar 6 a viz Eost 1895 e Guanabacoa, e La Habana, e Cuba ha marvet d'an 29 a viz Du 1963 e Santa Cruz de Tenerife, en Inizi Kanariez a oa ur pianoour ampart hag ur sonaozour eus Kuba. E dad a oa kazetenner, eus Kanariez, e vamm eus Kuba. Savet en deus ur c'hwec'h kant pezh bennak, e doare Cuba peurvuiañ.

Da 5 bloaz e krogas da studiañ piano gant e c'hoar a oa 14 vloaz koshoc'h egetañ, ha kelennerien evel Hubert de Blanck ha Joaquin Nin y Peyrellade. Da 13 vloaz esavas e oberenn gentañ, un ton-bale daou luskad anvet Cuba y América evit ul laz-seniñ . Diwezhatoc'h e savas pezhioù pouezusoc'h, Danzas Cubanas (1911) pe el Vals del Rhin (1912).

En 1913, tapet e ziplom e La Habana e reas un droiad vras dre ar bed: SUA, Spagn, Bro-C'hall gant al Lecuona's Cuban Boys. Gant Gonzalo Roig ha Rodrigo Prats eo aet d'ober an trikon a sonaozourien kuban, evit ar sevel zarzuelas dreist-holl.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne