Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Alamagn ![]() |
Anv-bihan | Ernst ![]() |
Anv-familh | Scholz ![]() |
Deiziad ganedigezh | 19 Gou 1913 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Berlin ![]() |
Deiziad ar marv | 12 Mez 1986 ![]() |
Lec'h ar marv | Berlin ar Reter ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg ![]() |
Micher | politiker, ezel eus ar Rezistañs c'hall ![]() |
Karg | kannad eus Alamagn Reter ![]() |
Bet war ar studi e | Technische Universitaet Berlin, Special School of Architecture, Bauhaus ![]() |
Strollad politikel | Sozialistische Einheitspartei Deutschlands, Strollad Komunour Alamagn ![]() |
Brezel | Brezel Spagn, Eil Brezel-bed ![]() |
Skour lu | International Brigades ![]() |
Prizioù resevet | Urzh Karl Marx, Banner of Labor ![]() |
Ernst Scholz (19 a viz Gouere 1913 e Berlin - 12 a viz Even 1986 e Berlin) a oa un emsaver komunour alaman, ezel eus Strollad Komunour Alamagn (Kommunistische Partei Deutschlands), hag un den-stad eus Republik Demokratel Alamagn.
Gober e reas e studi war an tisaverezh er Bauhaus (Bauwirtschaft an der Technischen Hochschule Berlin) e Berlin hag en École Spéciale d'Architecture e Pariz. Tisavour war e gont e voe e Berlin da c'houde. E 1934 e emezelas er strollad komunour (berzet) hag er Rote Hilfe Deutschlands (Skoazell Ruz Alamagn), berzet ivez.
Kemer a reas perzh e Brezel Spagn hag er Rezistañs e Bro-C'hall e-pad an Eil Brezel-bed. Maodiern eo bet e Republik Demokratel Alamagn.