Erythrai (Ἐρυθραί, Erythrai e henc'hresianeg, Erythrae e latin), a oa unan eus 12 kêr Ionia, en Anatolia, bodet er C'hevre ionian, war aod Mor Egea, dirak Enez C'hios. Chom a ra an dismantroù anezhi, e-kichen ar gêriadenn a oa Lidri e gresianeg a vremañ, hag a zo Ildiri e Turki hiziv.