Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rusia, Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel ![]() |
Bro sport | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel, Rusia ![]() |
Anv-bihan | Jewgeni ![]() |
Anv-familh | Berzin ![]() |
Anv berr | Евгений Берзин ![]() |
Deiziad ganedigezh | 3 Mez 1970 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Vyborg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | rusianeg ![]() |
Micher | marc'hhouarner ![]() |
Ezel ar skipailh sport | Gewiss-Ballan, Groupama-FDJ, Amica Chips–Tacconi Sport, Formaggi Pinzolo Fiavè ![]() |
Sport | track cycling ![]() |
Perzhiad e | Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn, C'hoarioù Olimpek hañv 1996, 1994 UCI Road World Rankings, 1995 UCI Road World Rankings, 1996 UCI Road World Rankings ![]() |
Prizioù resevet | Merited Master of Sports of the USSR ![]() |
Evgeny Berzin, ganet d'ar 6 a viz Even 1970 e Vyborg (Rusia), oa ur marc'hhouarner a vicher hag en deus gounezet Liege-Bastogne-Liege ha Tro Italia e 1994.
Goude bezañ stummet en URSS en deus gounezet Tro Breizh e 1992 ha marc'hhouarner a vicher en deus bet e 1993. Ar maout zo aet gantañ ar bloaz kentañ e miz Ebrel gant Liege-Bastogne-Liege hag e miz Mae gant Tro Italia. Pantani, Rominger ha dreist-holl Indurain en deus trec'het war hentoù italianed. Señset a oa Berzin mestroniañ ar bloavezhioù 1990 goude-se.
En eil plas en deus echuet Tro Italia e 1995 met dilezet en deus Tro Bro-C'hall e-pad un tennad menezek. E Dro Bro-C'hall wellañ en deus graet e 1996 pa en deus gwisket ar roched melen daou devezh en Alpoù hag en deus gounezet un tennad padventet gantañ. E roched melen en deus kollet enep Bjarne Riis. Eil a oa c'hoazh goude an Alpoù met diaes eo bet e Bireneoù. Ugentvet a oa Berzin e Pariz.
War washaat oa Berzin goude-se: dilezet en deus e-pad Tro Frañs 1997; c'hwitet en deus rekord an eur... E skipailhoù nevez n'o deus ket deuet a-benn da adlañsañ anezhañ hag a-raok Tro Italia 2000 en deus bet tapet evit drammaj. Evgeny Berzin a harz ar marc'hhouarn gant ar gudenn-se. Suspisionet oa bet ar Rusian dija e 1994 pa rede evit skipailh arvarus Gewiss.