FN FAL

FN FAL
Skeudenn ar pennad FN FAL

Ur fuzuilh-emgann FN FAL en e stumm standart
Kinnig
Bro Banniel Belgia Belgia
Doare Fuzuilh-emgann damaotomatek / aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munisionoù .280 British (pimpatromoù
7,62 × 51 mm
Produer FN Herstal
Mare produiñ 1953 - 1988 (FN Herstal)
Abaoe 1953 dindan aotre gant produerien all
Pouez ha muzulioù (stumm FAL 50)
Mas (hep kartouchenn) 4,25 kg
Hirder 1.090 mm
Hirder ar c'hanol 533 mm
Perzhioù all
Hed-tenn d'ar muiañ 1.000 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 840 m/s
Lusk-tennañ 650 - 700 tenn/mn
Endalc'h Karger-fiñv eeun 20 pe 30 kartouchenn
Karger-fiñv ront 50 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

An FN FAL (evit Fusil Automatique Léger, "Fuzuilh aotomatek skañv"), a zo ur fuzuilh-emgann ijinet e eil hanterenn ar bloavezhioù 1940 gant Dieudonné Saive, un armeurer hag a laboure evit an FN Herstal e Belgia. Produet e voe an arm gant an embregerezh adalek 1953, ha dont a reas da vezañ unan eus an armoù-skoaz implijetañ da vare ar Brezel Yen, pa voe prenet gant kalz broioù eus bloc'h ar C'hornôg. Lesanvet e voe The right arm of the free world, a c'haller treiñ, hervez, gant "Brec'h dehoù" pe "Arm reizh" ar bed dieub). Milionoù a skouerennoù eus an FN FAL hag eus adstummoù a bep seurt a voe produet, gant an FN Herstal pe gant embregerezhioù all er bed, dindan aotre.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne