Fabrice Hyber (anv gwir : Fabrice Hybert, bet ganet e Luçon e 1961) a zo un arzour-neuziañ brudet er bed a-bezh. E skol arzoù-kaer Naoned en deus studiet. Liesseurt eo e oberenn hag an danvezioù implijet gantañ. Evit a sell ouzh e zoare da labourat e c'haller menegiñ ar berniañ, ar strujañ hag an hironiñ. War meur a dachenn e aoz e oberennoù : tresañ, livañ, kizellañ, staliadurioù, video, hag ivez bed ar c'henwerzh ha hini an embregerezhioù. Teknikoù ha danvezioù ne vezont ket implijet e bed an arzoù a vez implijet gantañ ivez.
E 1994 en deus krouet UR (Unlimited Responsibility), un aozadur e bal aozañ liammoù etre bed an arzoù ha hini an embregerezhioù.