Betek kreiz an XXvet kantved e veze graet fest an hoc'h war ar maez e tiegezhioù Breizh-Izel ma veze maget moc'h, ur wech ar bloaz. Lazhet e veze ul loen, pedet e veze kerent hag amezeien da zebriñ silzig ha gwadigennoù, hag int-i a rae heñvel pa veze deuet o zro.