Stad | Alamagn ![]() |
---|---|
E tiriad | Xanten ![]() |
Lec'h | Xanten ![]() |
Daveennoù douaroniel | 51°39′43″N 6°27′10″E ![]() |
Deiziad | 12 Du 1614 ![]() |
Signatory | Pfalz-Neuburg, Margraviezh Brandenburg ![]() |
Feur-emglev Xanten (alamaneg : Vertrag von Xanten) a voe sinet e Xanten d'an 12 a viz Du 1614 etre Wolfgang Wilhelm, dug Pfalz-Neuburg hag an Dilenner Johann Sigismund. Kannaded a Vro-Saoz hag a Vro-C'hall a voe lakaet da hanterourien.
Dre ar feur-emglev-se e voe lakaet un termen da vrezel-hêrezh Jülich ha d'an emgannoù etre Wolfgang Wilhelm ha Johann Sigismund. Er feur-emglev e voe roet broioù Jülich, Berg ha Ravenstein da Wolfgang Wilhelm. Broioù Kleve-Mark ha Ravensberg a voe roet da Johann Sigismund. Ar re-se e voe ar re gentañ e-touez ar broioù tost d'ar Roen a voe perc'hennet gant an tiegezh Hohenzollern ; diwarno e voe savet Rheinprovinz diwezhatoc'h[1].