Dem. leun | Dem. siek | Renad brizh | Renad aotrouniek | Roadenn ebet |
Ar Feuriader demokratelezh (Democracy Index) a zo ur feuriader savet er bloaz 2006 gant The Economist Group, ur bodad breizhveuriat hag a bled dreist-holl gant an ekonomiezh, evit klask muzuliañ an demokratelezh er bed. Evit se e vez jedet dezverkoù strollet e pemp rumm : penaos e vez kaset war-raok an dilennadegoù hag al lieselouriezh, ar frankizoù denel, mont war-raok ar gouarnamant, ar c'hemer perzh er politikerezh, hag ar sevenadur politikel. Notennet e vez ar broioù etre 0 ha 10, ha renket e vezont hervez pevar renad : demokratelezh leun (full democracy) evit ar broioù a dap etre 8 ha 10, demokratelezh siek (flawed democracy) etre 6 hag 8, renad brizh (hybrid regime) etre 4 ha 6, ha renad aotrouniek (authoritarian regime) dindan 4.