Fina Casalderrey, pe Fina Casalderrey Fraga, ganet e 1951 e Xeve, proviñs Pontevedra, zo ur skrivagnerez c'halizek hag a skriv evit ar yaouankiz.
Skolaerez e oa d'he 19 vloaz. En Eil Derez emañ hiziv. Krog e oa da skrivañ pezhioù evit he skolidi. Darn a voe dastumet hag embannet gant an Edicións Xerais. Skrivet he deus kalzik diwar-benn boued ha kegin ar vro ivez. E 1991 e oa deuet he levr kentañ Mutacións xenéticas e-maez an ti-moullañ. Meur a briz he deus bet gant he levrioù troet en holl yezhoù Spagn. E 1996 he deus tapet ar Premio Nacional de Literatura Infantil y Juvenil e Madrid gant he romantig O misterio dos fillos de Lúa. O chom emañ e Lérez hag o kelenn e Marín.