Firth zo ur ger skotek a vez graet eus un aber e Bro-Skos hag ar pleg-mor dirazi war un dro peurvuiañ. A-wechoù ne vez nemet ur strizh-mor. Kar eo ar ger d'ar ger fjord (diwar ur ger henc'hermanek *ferþuz).
Aberioù an Uheldirioù avat ne vez ket graet an anv-se anezho, graet e vez gant loch (kar d'ar ger loc'h brezhonek) kentoc'h.
Al lec'hioù anvet "firths" zo paotoc'h en arvor ar reter, pe e mervent Skos, war-bouez ar Firth of Lorn. En arvor an Uheldirioù ez eus aberioù ha meur a strizh-mor pe strizh-dour ha n'eus "firth" ebet, evel the Minch, ha Loch Torridon.
Ar firth a c'hoarvez eus marevezh ar skorn.