Flodad Beiyang

Flodad Beiyang
Lestraz
Deiziad krouiñ1871 Kemmañ
LealdedTierniezh Qing Kemmañ
BrezelSino-French War, First Sino-Japanese War Kemmañ
Skour luMorlu Impalaeriezh Sina Kemmañ
StadTierniezh Qing Kemmañ
Lec'hWeihai Kemmañ
Sez sokialWeihai Kemmañ
Deiziad divodañ1895 Kemmañ
Commanded byDeng Shichang Kemmañ

Flodad Beiyang (Flodad Pei-yang; 北洋艦隊, anvet ivez Flodad(où) Meurvor an Norzh) a oa unan eus flodadoù Morlu Impalaeriezh Sina e fin an an Dierniezh Qing. E-touez ar pevar flodad a yae d'ober ar morlu-se, Flodad Beiyang a oa arc'hantaouet gant Li Hongzhang, unan eus gwazed lealañ d'an impalaerez Cixi hag unan eus pennoù al "luskad emgreñvaat" e norzh Sina dre ma oa ivez besroue Zhili ha ministr kenwerzh Beiyang (北洋通商大臣). Dre ma oa levezon gant Li war al lez impalaerel, flodad Beiyang a oa bet arc'hantaouet ha dafaret gwelloc'h evit an holl flodadoù all ha dre-se e oa deuet da vezañ ar flodad pennañ en Azia a-raok ar bloavezh 1894–1895 hag ar C'hentañ Brezel etre Sina ha Japan. Bez e oa ar flodad brasañ en Azia hag an eizhvet hini er bed a-fed fard er bloavezhioù 1880.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne