Ur forc'h zo ur benveg houarn daouvizek, pe tribizek, pe pevarbizek, dezhi un troad hir da dapout plouz pe foenn peurvuiañ, teil pe douar a-wechoù, hervez he bizied.
Ur gwif a vez graet eus ur forc'h daouvizek. Hennezh a servij da gemer foenn kentoc'h.
Ur forc'higell a vez graet gant tud zo eus ur fourchetez.