Ar forum a oa, en Henroma, ul leurgêr m'en em vode ar geodedourien roman evit renkañ o aferioù a-fet ar c'henwerzh, ar politikerezh, ar barnerezh pe ar relijion, evel ma oa an agora en Henc'hres.
Pa voe astennet o domani gant ar Romaned e voe savet kêrioù heñvel ouzh Roma er broioù all hag enno savadurioù heñvel. Evel-se e voe pep a forum er c'hêrioù-se.