Er yezhoniezh e vez implijet an termen frazenn (eus ar henc'hresianeg phrásis [φράσις] « komzidigezh, distilh » ; e saozneg : sentence) evit komz eus un unanenn yezh, pe lavar, ennañ peurliesañ ur verb termen (saoz. finite verb).
En ur frazenn glok eeun e kaver ur rener, peurliesañ un anv-kadarn pe ur ger anvheñvel, mui ur prezegad, peurliesañ ur verb pe ur ger verbheñvel. Gant ar yezhoù amrenererel e c'heller sevel frazennoù hep rener ebet avat.
Tammoù frazennoù diglok enne un elfenn bennañ nemetañ a reer rannfrazennoù (pe sintagmoù ; saoz. phrase) anezhe, da skouer ur rannfrazenn verb enni ur verb da elfenn bennañ hag a c'hell talvezout da brezegad ur frazenn glok pe ur rannfrazenn anv, enni un anv-kadarn da elfenn bennañ hag a c'hellfe talvezout da rener ur frazenn glok.
Bez' e c'heller rummata ar frazennoù hervez o framm pe hervez o fal :
Setu unan eus an doareoù hengounel da rummata an doareoù frazenn disheñvel hervez an niver a bennlavarennoù hag islavarennoù enne hag al liammoù etre pep lodenn eus ar frazenn :
enni ur bennlavarenn hep islavarenn ebet ;
enni meur a bennlavarenn liammet an eil ouzh eben gant stagelloù ha/pe poentadur ;
enni ur bennlavarenn mui un islavarenn d'an nebeutañ
An holl doareoù frazennoù pennañ-mañ a c'hell bezañ er stumm nac'hañ pe er stumm kadarnaat :
an doare frazenn implijet an aliesañ, da skouer :
implijet evit sevel goulennoù peurliesañ pe c'hoazh goulennoù emrespont (saoz. rhetorical question), da skouer :
implijet evit sevel estlamadennoù, da skouer :
implijet evit reiñ un urzh pe evit kinnig da unan bennak ober un dra, da skouer :
A-hendall e reer un diforc'h ivez etre frazennoù reizh (saoz. major sentence pe major sentence) diouzh un tu, enne ur rener hag ur prezegad diouzh un tu ha frazennoù amreizh (saoz. irregular sentence pe minor sentence) diouzh an tu all hervez ma vez enne ur rener hag ur prezegad sklaer pe get.