Frederik Hendrik van Oranje a oa ur priñs izelvroat eus an Tiegezh Oranje-Nassau hag ur jeneral en arme an Izelvroioù.
Breur e oa da Maurits van Nassau.
Darempredoù heñvelrevat en deveze en arme an Izelvroioù, en desped d'e zeskadurezh protestant strizh[1].
Divugel e oa e vreur Maurits e-keñver al lezenn petra bennak m'en doa bet bugale gant e bried kleiz Marguerite de Malines, hag evit mad an tiegezh e redias e vreur yaouankoc'h Frederik Hendrik da zimeziñ da 41 bloaz d'ar gontez Amalia von Solms-Braunfels, a oa 23 bloaz.